Rinnenn XX Lyrics

Henozh e barr an neñv em eus gwelet un ael
Mirer ar garourion na gavont ket o far
Na zeuio den biken da vruzunañ o c'hael
Na zeuint ket a-benn da gas kuit an arvar

Henozh em eus gwelet un ael e barr an neñv
A lâre din krediñ en Dichadennaouer
Rag eok a-walc'h edomp evit hor breviñ kreñv:
"Me a zeuio en ho metoù evel ul laer."

Henozh, e barr an neñv, un ael am eus gwelet
A c'harme din: "Diwall! ouzh ho parn me a vez;
Eus ar pred o fuiñ, eus ar youl o kousket
Eus an deiz didalvez e tañvai ar vezh!"

Your Gateway to High-Quality MP3, FLAC and Lyrics
DownloadMP3FLAC.com