Me zo Breizhad
Me zo bet sklav
Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz
Toullet em eus hentoù, douget va samm a vein
Savet em eus, en o c'herbenn, o falezioù
Me zo bet soudard
Va obidoù em eus kanet e lannegi Plañwour
Breinet em eus en erc'hegi Rusia
Breinet em eus e rizegi Hanoï;
Tufet va gwad e forzioù pri Verdun
Lazhet'm eus ar re zu
Ha distrujet an doueed a azeulent
Me zo bet mevel
Mousc'hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij
Desket em eus d'an dud komz evel va mistri
Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz
Ha great em eus dezho c'hoarzhiñ
Rak me zo bet farouell
Me zo bet merzher