Metig by Alan Stivell
Metig by Alan Stivell

Metig

Alan Stivell * Track #10 On Chemins de terre

Metig Lyrics

Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostit da glevet
Un istor eus ma daeroù ha ma foanioù kalet

Me zo ur c'hloareg yaouank deus eskopti Kemper
O vont d'ober e studi da esktoù Treger

E bord ar mor on ganet, e bro Sant Gwennole
Ha biskoazh nemet glac'har am eus bet em buhez

Glac'har a wir garantez, setu ma flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn

O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig
Koant evel un ael Doue, he anv 'oa Metig

"Salud deoc'h ! plac'hig yaouank," a lavaris dezhi
"Eveldon oc'h ankeniet o kuitaat tud ho ti

Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez
Evel-se vimp eürusoc'h o ouelañ asambles"

Your Gateway to High-Quality MP3, FLAC and Lyrics
DownloadMP3FLAC.com